Les Holden

Les Holden
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAostralia Kemmañ
Anv-bihanLes Kemmañ
Anv-familhHolden Kemmañ
Deiziad ganedigezh6 Meu 1895 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAdelaide Kemmañ
Deiziad ar marv18 Gwe 1932 Kemmañ
Lec'h ar marvByron Bay Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Michernijer karr-nij Kemmañ
Grad milourelkabiten Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ Kemmañ
Skour luFirst Australian Imperial Force Kemmañ
Prizioù resevetMilitary Cross, Air Force Cross Kemmañ

Leslie Hubert Holden, MC, AFC, ganet d'ar 6 a viz Meurzh 1895 hag aet da Anaon d'an 18 a viz Gwengolo 1932, a oa un As aostralian eus ar C'hentañ Brezel-bed ha goude-se e oa deuet da vezañ blenier kirri-nij kenwerzh. E Aostralia ar Su, e oa emezelet er varc'hegiezh skañv e Mae 1915, da servijañ en Ejipt ha Bro-C'hall. E miz Kerzu 1916 e oa bet a youl-vat en Australian Flying Corps ha bet en doa ur breved sturier.

Evel ezel eus ar Skouadrenn niverenn 2 eus ar RAAF war Talbenn ar C'hornôg, e oa bet lesanvet "Lucky Les" ha "the homing pigeon" goude un heuliad gwallzarvoudoù ma tistroe d'an nijva gant ur c'harr-nij toullet-didoullet gant ar bolodoù. Enoret e voe gant ar Military Cross, ha deuet e oa a-benn da dizhout pemp trec'h en aer o nijal un Airco DH.5 ha kirri-nij Royal Aircraft Factory S.E.5.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne